DIWAN NAONED RECRUTE UN/E ASEM

Labour : ASEM diwyezhek galleg-brezhoneg

Diskrivadur al labour :

Staliet eo skol Diwan Naoned e daou lec’h : unan e kornog Naoned (10 klas skol vamm ha kentanderez) hag unan e su Naoned (1 c’hlas skol-vamm). O klask emañ war ur skoazeller(ez) divyezhek vit ar skol-vamm (ADEM) evit klas su Naoned (15 bugel etre 3 ha 6 bloaz). Ur c’hevrad a verr dermen 12 viz eo (etre miz gwengolo 2015 betek miz eost 2016), 35 eurvezh ar sizhun ledet war ur bloavezh.

Kargoù :

Karg an ASEM eo skoazellañ ar skolaez(ez) evit degemer ar vugale, buhezañ hag ober war-dro ar vugale.

Ar c’hefridioù-man zo e-karg an ASEM :

  • Degemer, merenn-mintin, kemer preder gant ar vugale (privezioù, naetaat an daouarn...)
  • Mirout kempenn ar salioù-klas, ar skol hag an dafar
  • Ober war dro ur strolladig evit lakaat anezho labourat war ar pezh raktreset gant ar skolaer.
  • Degemer ar vugale a-raok ha war-lerc’h ar skol hag aozan prantadoù vit ar vugale war an eurzvezhioùse.
  • Aozañ ha buhezañ koulzioù ar predoù
  • Liamm gant kerent ar vugale skol-vamm.

Goulennet :

  • Brezhoneg komzet ha skrivet dre ret.
  • Skiant-prenet gant ar vugale dre ret.
  • Gouest da labourat dre skipailh ha da gemer intrudu
  • En e aes evit aozañ e labour
  • Anavezout ezhommoù ha lusk ur bugel
  • Gouest da evezhiañ ha selaou ar vugale
  • Gouest da vuhezañ
  • En e aes gant an dud.
  • CAP bugaligoù (pe diplom heñvel) goulennet.

Evit respont, trugarez da gas ur CV hag ul lizher o tisplegañ perak oc’h dedennet gant al labour da AEP Diwan Bro Naoned (Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.) a-raok an 31 a viz eost.