| Lun | Mar | Mer | Jeu | Ven | Sam | Dim |
|---|---|---|---|---|---|---|
Week-end en breton pour les familles.
D'ar 1añ/05 betek an 3/05 e vo kinniget gant KEAV un dibenn-sizhun e brezhoneg e Naoned (Sant-Ervlan). Kenaozet e vo gant Yezhoù ha Sevenadur hag ar gevredigezh nevez 1000 Familh.
Degemeret e vo ar familhoù gant bugale. An dud gour a zeuio hep bugale a vo degemeret mat evit sikour ar familhoù d'ober war-dro pe komz d'o bugale. Ne vo ket ur programm a-ratozh evite. Lojet e vefomp en ur savadur: 80 plas zo. Posupl e vo d'an dud kousket en o c'harr-kampiñ pe dont evit an devezh hepken. D'ar Sadorn e vo ur fest-noz-karaoke digor d'an holl vrezhonegerien.
Enskrivadurioù : An dud a c’hell lakaat o anv a-benn an 20/04 gant ar furmskrid en-linenn: https://framaforms.org/keav-brezhoneg-er-familhou-nevez-amzer-2026-1770885113
Muioc'h a ditouroù : https://www.keav.bzh/stajou/brezhoneg-er-familhou/261-brezhoneg-er-familhou-2026
Propulsé par iCagenda

